Mont d’an endalc’had

Aulus Plautius

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Aulus Plautius a oa ur jeneral roman a gasas en-dro aloubadeg Enez Vreizh, e 43 goude J.K. Anvet e oa bet gant an impalaer Claudius II. Kentañ gouarnour roman an enezenn e voe neuze eus 43 da 47.

An arme renet gantañ da aloubiñ Preden a yae d'he ober : al Legio II Augusta (Eil strollad an Impalaer), a zeue eus Argentoratum, al Legio XIV Gemina (Parzekvet strollad 'adsavet'), a zeue eus Mogontiacum, al Legio XX Valeria, a zeue eus Novaesium, hag al Legio IX Hispania (Navet strollad Spagn), a zeue eus Pannonia.


Trec'h e voe

  • war Caratacos ha Togodumnos war ar stêr Medway
  • war Caratacos war ar stêr Tavoez, e-lec'h ma savas ar c'hamp Londinium
  • war Caratacos, gant Claudius, e Camulodunum (Colchester). Eno e tiazezas e gêr-benn hag e savas un templ en enor da Glaudius.

E 61e voe trec'h war ar rouanez Boudika a oa emsavet enep d'ar Romaned.